Cette rubrique est celle des élèves de la classe de primaire, accompagnés de Laurent et de Yann-Bêr.  Retrouvez leur travaux régulièrement !

 

 

 

 

 

Gant ar filmig eo kinniget

un dro gaer eus ar priñs c'hoariell.

 

Savet eo bet gant Katell, Viktor,

Mattéo, Noan, Anaël, gant skoazell

Herve, Laorañs ha Yann-Ber.

 

Dihuniñ a ran da seizh eur. Leinañ a ran. Kemer a ran laezh ha bara gant kaotigell. Goude ez an da vroustañ va dent ha da wiskañ va dilhad.

Va mamm a ya da labourat.

 

Da eizh eur tregont ez an kuit gant va breur.

Mont a reomp d'ar skol.

 

Er skol e komzan gant va mignoned eus ar pezh 'm eus graet.

Komz a ran e-barzh ar c'hlas, just a-raok labourat, eus ar pezh 'm eus graet an deiz a-raok.

Goude e labouromp war ar brezhoneg.

Goude ez an er porzh pe dresañ a ran. C'hoari a ran kuzh-kuzh mell ha mell brizoniañ ha goude ez eomp en dro er c'hlas d'ober jedoniezh.

A-wechoù hon eus kentel d'ober hag e skrivomp ar pezh hon eus desket.

Neuze ez eomp d' ar predva. Debriñ a reomp un derou pred, ur meuz hag an dibenn-pred.

 Echu ar c'hantin ez an en-dro d'ar skol war ar porzh da c'hoari.

Mont a ran en-dro er c'hlas d'ober istor an den, pe studi ar c'horf, pe da dresañ.

A-wechoù e labouromp evit ar blog.

Ni a ya war ar porzh da c'hoari.

Distro er c'hlas ni a ra brezhoneg pe jedoniezh.

Pa 'z eo echu ar skol e teu va magerez da 'm c'herc'hat gant va breur.

 

Distro d'ar gêr e ran war-dro traezh ar c'hazh.

Neuze e tebran ar c'hortozenn, pe un aval pe un orañjezenn, hag ez an d'ober va labour skol, ha goude e tresan.

Va mamm a erru ha va zad goude.

Goude eo koan.

Goude e vroustan va dent, e lennan, hag echu eo an devezh.

Mona

 

 

 

D' ober un danvez filmig eo ret skrivañ un istor,

ober skeudennoù, strollañ ar skeudennoù

ha lakaat an divizoù.

Ar skeudennoù zo bet graet e porzh ar skol.

 

Savet eo bet ar filmig gant Ewen, Armel, Eglantine

ha Titouan, gant skoazell Herve ha Yann-Ber.

 

Klikit war ar skeudenn !

 

 

 

 

Savet eo bet ar filmig gant

Katell, Noan, Viktor, Anaël,

gant skoazell Yann-Ber. 

 

 

 

 

Klikit war ar skeudenn !

Kuzh-kuzh mell

 Un den a gont e-kichen ar vell. Stroll ar vugale all a ya da guzhat pep hini diouzh e du.

 Pa 'z eo echu gantañ kontañ, an hini a gonte a ya da glask ar re all a zo kuzhet.

Pa wel unan eo ret dezhañ distreiñ d'ar vell ha kontañ unan, daou, tri gwelet.

Hep bezañ gwelet gant an hini a gont e c'hell unan mont da reiñ un taol troad d' ar vell en ur huchal lamm d'ar vell.

An hini a gont mar en deus kavet an holl en deus gounezet.

Mar teu a-benn unan bennak da reiñ lamm d'ar vell hep bezañ gwelet, eo dieubet an holl.

Eñ eo en deus gounezet. Kemer a ra lec'h an hini a oa gward ar vell.

                                                                Mona

 

 

 

 

 

 

 

C'hoarioù all war ar porzh

  • ar gordenn
  • ar c'helc'h
  • ar vell